{
    "translation": "Gospels",
    "abbreviation": "breton",
    "lang": "br",
    "language": "Breton",
    "direction": "LTR",
    "encoding": "UTF-8",
    "book_nr": 66,
    "book_name": "Apokalipsi",
    "chapter": 17,
    "name": "Apokalipsi 17",
    "verses": [
        {
            "chapter": 17,
            "verse": 1,
            "name": "Apokalipsi 17:1",
            "text": "   Unan eus ar seizh ael o doa ar seizh hanaf a zeuas hag a gomzas ouzhin, o lavarout: Deus, hag e tiskouezin dit barnedigezh ar c'hast vras a zo azezet war galz a zoureier. "
        },
        {
            "chapter": 17,
            "verse": 2,
            "name": "Apokalipsi 17:2",
            "text": "Rouaned an douar o deus graet gastaouerezh ganti, ha mezvet he deus ar re a chom war an douar gant gwin he gastaouerezh. "
        },
        {
            "chapter": 17,
            "verse": 3,
            "name": "Apokalipsi 17:3",
            "text": "E\u00f1 a gasas ac'hanon er spered en ul lec'h distro. Hag e welis ur wreg azezet war ul loen a liv tane, leun a anvio\u00f9 a vallozh, o kaout seizh penn ha dek korn. "
        },
        {
            "chapter": 17,
            "verse": 4,
            "name": "Apokalipsi 17:4",
            "text": "Ar wreg a oa gwisket gant limestra ha tane, kinklet gant aour, gant mein prizius ha gant perlez. Derc'hel a rae en he dorn un hanaf aour, leun a drao\u00f9 euzhus hag a hudurniezh he gastaouerezh. "
        },
        {
            "chapter": 17,
            "verse": 5,
            "name": "Apokalipsi 17:5",
            "text": "War he zal e oa skrivet un anv: Mister, Babilon vras, mamm ar gadalezed ha trao\u00f9 euzhus an douar. "
        },
        {
            "chapter": 17,
            "verse": 6,
            "name": "Apokalipsi 17:6",
            "text": "Gwelout a ris ar wreg mezvet gant gwad ar sent ha gant gwad merzherien Jezuz, hag e krogas ur souezh vras ennon o welout anezhi. "
        },
        {
            "chapter": 17,
            "verse": 7,
            "name": "Apokalipsi 17:7",
            "text": "Neuze an ael a lavaras din: Perak ez out souezhet? Me a lavaro dit mister ar wreg hag al loen a zoug anezhi, en deus seizh penn ha dek korn. "
        },
        {
            "chapter": 17,
            "verse": 8,
            "name": "Apokalipsi 17:8",
            "text": "Al loen ac'h eus gwelet a zo bet ha n'ema\u00f1 ken. Dleout a ra sevel eus an donder ha mont er gollidigezh. Ar re a chom war an douar ha n'eo ket bet skrivet o anvio\u00f9 el levr a vuhez adalek krouidigezh ar bed a vo souezhet o welout al loen, rak bet e oa ha n'ema\u00f1 ken, petra bennak ma'z ema\u00f1 c'hoazh. "
        },
        {
            "chapter": 17,
            "verse": 9,
            "name": "Apokalipsi 17:9",
            "text": "Ama\u00f1 ema\u00f1 ar skiant he deus furnez. Ar seizh penn a zo seizh menez ma'z eo azezet ar wreg warno. "
        },
        {
            "chapter": 17,
            "verse": 10,
            "name": "Apokalipsi 17:10",
            "text": "Bez' int ivez seizh roue. Pemp a zo kouezhet, unan a zo bev, hag egile n'eo ket c'hoazh deuet ha, pa vo deuet, ne dle ket padout pell. "
        },
        {
            "chapter": 17,
            "verse": 11,
            "name": "Apokalipsi 17:11",
            "text": "Al loen a oa ha n'ema\u00f1 ken, a zo e-unan un eizhvet roue, ema\u00f1 eus ar seizh ha mont a ra da goll. "
        },
        {
            "chapter": 17,
            "verse": 12,
            "name": "Apokalipsi 17:12",
            "text": "An dek korn ac'h eus gwelet a zo dek roue n'o deus ket resevet c'hoazh ar rouantelezh, met o devo ar galloud evel rouaned evit un eur gant al loen. "
        },
        {
            "chapter": 17,
            "verse": 13,
            "name": "Apokalipsi 17:13",
            "text": "An hevelep menoz o deus hag e roint o nerzh hag o galloud d'al loen. "
        },
        {
            "chapter": 17,
            "verse": 14,
            "name": "Apokalipsi 17:14",
            "text": "Stourm a raint a-enep an Oan hag an Oan o zrec'ho, abalamour ma'z eo Aotrou an aotrounez ha Roue ar rouaned, hag ar re a zo ganta\u00f1 eo ar re c'halvet ar re zibabet hag ar re feal. "
        },
        {
            "chapter": 17,
            "verse": 15,
            "name": "Apokalipsi 17:15",
            "text": "Lavarout a reas din: An doureier ac'h eus gwelet, ma'z eo azezet ar c'hast warno, a zo poblo\u00f9, engroezio\u00f9, broado\u00f9 ha yezho\u00f9. "
        },
        {
            "chapter": 17,
            "verse": 16,
            "name": "Apokalipsi 17:16",
            "text": "An dek korn ac'h eus gwelet d'al loen a gasaio ar c'hast, he glac'haro, he diwisko, a zebro he c'hig hag he c'haso da netra gant an tan. "
        },
        {
            "chapter": 17,
            "verse": 17,
            "name": "Apokalipsi 17:17",
            "text": "Rak Doue en deus lakaet en o c'halono\u00f9 da gas da benn e venoz ha da gaout an hevelep menoz, da rei\u00f1 o rouantelezh d'al loen betek ma teuio gerio\u00f9 Doue da veza\u00f1 peurc'hraet. "
        },
        {
            "chapter": 17,
            "verse": 18,
            "name": "Apokalipsi 17:18",
            "text": "Ar wreg ac'h eus gwelet eo ar g\u00ear vras a ren war rouaned an douar.  "
        }
    ]
}