{
    "translation": "Gospels",
    "abbreviation": "breton",
    "lang": "br",
    "language": "Breton",
    "direction": "LTR",
    "encoding": "UTF-8",
    "book_nr": 51,
    "book_name": "Kolosaned",
    "chapter": 3,
    "name": "Kolosaned 3",
    "verses": [
        {
            "chapter": 3,
            "verse": 1,
            "name": "Kolosaned 3:1",
            "text": "   Mar d-oc'h eta adsavet da vev gant Krist, klaskit trao\u00f9 an nec'h, e-lec'h ma ema\u00f1 Krist azezet a-zehou da Zoue. "
        },
        {
            "chapter": 3,
            "verse": 2,
            "name": "Kolosaned 3:2",
            "text": "Kavit mat trao\u00f9 an nec'h ha nann reo\u00f9 an douar, "
        },
        {
            "chapter": 3,
            "verse": 3,
            "name": "Kolosaned 3:3",
            "text": "rak marv ez oc'h hag ho puhez a zo kuzhet gant Krist e Doue. "
        },
        {
            "chapter": 3,
            "verse": 4,
            "name": "Kolosaned 3:4",
            "text": "Pa en em ziskouezo Krist, hor buhez, neuze en em ziskouezot ivez ganta\u00f1 er gloar. "
        },
        {
            "chapter": 3,
            "verse": 5,
            "name": "Kolosaned 3:5",
            "text": "Lakait eta da vervel en hoc'h izili ar pezh a zalc'h d'an douar, ar c'hadaliezh, an hudurniezh, an droukso\u00f1jo\u00f9, an droukc'hoanto\u00f9, ar pizhoni a zo idolerezh, "
        },
        {
            "chapter": 3,
            "verse": 6,
            "name": "Kolosaned 3:6",
            "text": "rak abalamour d'an trao\u00f9-se e teu kounnar Doue war vibien an disentidigezh. "
        },
        {
            "chapter": 3,
            "verse": 7,
            "name": "Kolosaned 3:7",
            "text": "C'hwi ivez hoc'h eus gwechall kerzhet en trao\u00f9-se, pa vevec'h enno. "
        },
        {
            "chapter": 3,
            "verse": 8,
            "name": "Kolosaned 3:8",
            "text": "Met brema\u00f1, c'hwi ivez, dilezit an holl drao\u00f9-se, ar gounnar, ar gasoni, ar fallentez, an droukkomz, ar c'homzo\u00f9 dizonest a c'hellfe dont er-maez eus ho keno\u00f9. "
        },
        {
            "chapter": 3,
            "verse": 9,
            "name": "Kolosaned 3:9",
            "text": "Na lavarit ket a c'hevier an eil d'egile, o veza\u00f1 diwisket diwarnoc'h an den kozh hag e obero\u00f9, "
        },
        {
            "chapter": 3,
            "verse": 10,
            "name": "Kolosaned 3:10",
            "text": "hag o veza\u00f1 gwisket an den nevez a zo nevesaet en anaoudegezh, hervez skeudenn e Grouer. "
        },
        {
            "chapter": 3,
            "verse": 11,
            "name": "Kolosaned 3:11",
            "text": "Ama\u00f1 n'eus na Gresian na Yuzev, na den amdroc'het na diamdroc'h, na barbar na Skutad, na sklavour na den frank, met Krist a zo holl hag en holl. "
        },
        {
            "chapter": 3,
            "verse": 12,
            "name": "Kolosaned 3:12",
            "text": "Gwiskit eta, evel tud dibabet gant Doue sent ha karet-mat, ur galon a drugarez, a vadelezh, a izelegezh, a zouster, a basianted, "
        },
        {
            "chapter": 3,
            "verse": 13,
            "name": "Kolosaned 3:13",
            "text": "o c'houza\u00f1v an eil egile hag o pardoni\u00f1 an eil d'egile mar en deus unan bennak da glemm a-enep egile. Evel ma en deus Krist pardonet deoc'h, c'hwi ivez grit evel-se. "
        },
        {
            "chapter": 3,
            "verse": 14,
            "name": "Kolosaned 3:14",
            "text": "Met dreist an holl drao\u00f9-se gwiskit ar garantez, liamm ar barfeted eo. "
        },
        {
            "chapter": 3,
            "verse": 15,
            "name": "Kolosaned 3:15",
            "text": "Ha ra reno peoc'h Doue en ho kalono\u00f9, galvet oc'h bet dezha\u00f1 evit beza\u00f1 ur c'horf hepken, ha bezit anaoudek. "
        },
        {
            "chapter": 3,
            "verse": 16,
            "name": "Kolosaned 3:16",
            "text": "Ra chomo ger Krist gant fonnder ennoc'h e pep furnez; en em gelennit hag en em aliit an eil egile dre salmo\u00f9, meulgano\u00f9 ha kanaouenno\u00f9 speredel, o kana\u00f1 en ho kalono\u00f9 d'an Aotrou gant anaoudegezh vat. "
        },
        {
            "chapter": 3,
            "verse": 17,
            "name": "Kolosaned 3:17",
            "text": "Petra bennak ma reot, dre gomz pe dre ober, grit holl en anv an Aotrou Jezuz, o trugarekaat dreza\u00f1 Doue an Tad.  "
        },
        {
            "chapter": 3,
            "verse": 18,
            "name": "Kolosaned 3:18",
            "text": "   Gwragez, sentit ouzh hoc'h ezhec'h hoc'h-unan evel ma tere en Aotrou. "
        },
        {
            "chapter": 3,
            "verse": 19,
            "name": "Kolosaned 3:19",
            "text": "Ezhec'h, karit ho kwragez ha n'en em drenkit ket a-enep dezho. "
        },
        {
            "chapter": 3,
            "verse": 20,
            "name": "Kolosaned 3:20",
            "text": "Bugale, sentit ouzh ho tud en holl drao\u00f9 rak kement-se a zo kavet mat gant an Aotrou. "
        },
        {
            "chapter": 3,
            "verse": 21,
            "name": "Kolosaned 3:21",
            "text": "Tado\u00f9, na hegit ket ho pugale gant aon na gollfent kalon.  "
        },
        {
            "chapter": 3,
            "verse": 22,
            "name": "Kolosaned 3:22",
            "text": "   Mevelien, sentit en holl drao\u00f9 ouzh ho mistri hervez ar c'hig, nann zoken dindan o daoulagad evel ma klaskfec'h plijout d'an dud, met gant eeunder a galon hag e douja\u00f1s Doue. "
        },
        {
            "chapter": 3,
            "verse": 23,
            "name": "Kolosaned 3:23",
            "text": "Petra bennak ma reot, grit e\u00f1 a galon vat, evel o servija\u00f1 an Aotrou ha nann an dud, "
        },
        {
            "chapter": 3,
            "verse": 24,
            "name": "Kolosaned 3:24",
            "text": "o c'houzout penaos e resevot digant an Aotrou gopr an h\u00earezh, rak e servijit Krist an Aotrou. "
        },
        {
            "chapter": 3,
            "verse": 25,
            "name": "Kolosaned 3:25",
            "text": "Met an hini a labour gant dislealded a resevo hervez e zislealded, ha n'eus van ebet eus diavaezio\u00f9 an dud.  "
        }
    ]
}